Recherche
Bibliothèque
Se connecter
Regarder en plein écran
il y a 11 ans|1K vues

Kan an Arnev, skol Fañch Gwilhoù e Kan ar Bobl 2010

Gwenole Larvol
Kanaouenn savet gant skolidi klasad CM skol Fañch Gwilhoù Douarnenez diwar un ton savet gant o mestr-skol. Deuet eo ar maout ganto e Kan ar Bobl e Pondi e 2010 er rummad kelc'hiad 3!

E-tal ar prenestr emaon o sell
Deus ur goumoulenn o kuzhat al loar
E tal ar prenestr o sell a-bell
Deus ur goumoulenn zu a lonk an douar
Dirak ar mor, a-dreñv mogerioù maen
An tan a flour ma fenn

Flik flak ar glav e-barzh ar park,
Emaon o selaou ar c’hoad a strak
Takenn ha takenn e sav ar stêr
Un taol skubellenn a ervenn ar rinier
Emaon o soñjal en ar re a zo er maez
‘Vito n’eo ket gwall aes

An avel a gas an delioù kouezhet
Hag ar gwezennoù uhel a bleg
Kan an avel a huch en oaled
An avabañchoù a sko ar prenestr
An tan zo marv, poent eo mont da gousket
Mod-all vo re ziwezhat

Goulennit ar peurest: DALEMMELgwenole.larvol@orange.fr