Kan bale lu poblek Breizh - Ar Breizerien Pozioù ha ton gant Glenmor
Poent eo stagañ Bretoned gant stourm meur ar vro Poent eo skubañ an oaled kempenn an erv Un deiz e vo sklaer an amzer war henchoù don ar brezel kuzh Un deiz e vo lorc'hus ha taer distro Arzhur war e marc'h ruz
Ret 'vo dastum, Bretoned toc'had ar brezel Eost du ar re 'vo daonet eo trec'h Breizh-Izel Bugaligoù ha tud kalet a raio bec'h da chaseal Da vountañ 'maez ar C'hallaoued da reizhañ hent, da vout feal
Dinec'h ha krenn, Bretoned 'vo tenn ar stourmer En noz 'tarzho kastellioù gweleoù ar gwasker Na kriz e vo heol an argad d'ar vourc'hizien ha d'an treitour Na kaer e vo luc'h an tantad da galon Breizh, d'he argadour
An deiz a zo ker kuzet war hent an distro Fenoz e vo kutuilhet enor ar rannvro Kerkent dihun, kerkent dispak ha bec'h d'al loch an enebour N'eus forzh penaos, n'eus forzh perak e redo nerzh 'vel red an dour
Écris le tout premier commentaire