List options
Export
Player mode on | off
Grid
List
Amoko 2
Skrivet gant Goulc'han Kervella : war vourzh an Amoko, ur c'habiten, ur inistr, ur c'homandant, ... o pennfolliñ. Mont a ra ar vag d'ar strad.
Beaj Maelduina
Skrivet gant Goulc'han Kervella. Ur gontadenn hengounel o tont eus broioù keltiek kredapl. Setu Maelduina o klask e breur Brendan, debret gant un amboubal ...
Jakez Kroc'hen ha Gwilhou Vihan
Setu Jakez ha Gwilhou o sellout ouzh ul labous mor marv abalamour d'al lanv du. Ha petra ober gant ar c'houilhoù-kezeg ?
Dahut, c'hoariet gant ar pempvet melen
Ul lodenn deus pezh c'hoari Gwilhom Kergourlez, gant un Dahut dirollet, ur beleg skuizh, ur foll fur, ha tudennoù iskis-tre ...
Ker Ys, ar ger villiget, gant ar re 5vet glas
Setu bag ar priñs du oc'h errout e Ker Ys. Met laeret e vo alc'houezh ar skluzioù gantañ ...
Rap ar saout 2011
Setu fin an trede, hag ur c'hlip filmet e penn kentan 2007 gant paotred bihan, adgraet e fin 2011. Plijadur a zo bet evit klask adober ar memes tra !
Chevailher pedervet lodenn
Setu Chevailher erruet e kastel merc'h ar roue !
Chevailher, trede lodenn
Ret eo da Chevailher mont da welout Miz Genver, Miz C'hwevrer ha Miz Meurzh. A-drugarez dezhañ e erruo e palez merc'h ar Roue. Emañ gouel an eured o kregiñ.
Chevailher : eil lodenn
Chevailher hag ar wiz gouez deuet da vezañ ur brinsez. Mont a ra kuit ha ret e vo da Chevailher mont da gerc'hat anezhi en tu all d'an heol, etre an neñv hag an douar.
Chevailher e Pleiben : lodenn gentañ
Setu ar re 6vet glas o kanañ "Antoen ar Floc'h" hag o kregiñ da gontañ.
Amoko 2
Pleustradeg un tamm pezh c'hoari Ar vro Bagn "Amoko 2". Emañ ar vag o vont d'ar strad, ha den evit saveteiñ anezhi ...
Al labous hag ar pesketaer, al lanv du hag al lanv gwer
Daou damm pezh c'hoari skrivet gant Goulc'han Kervella. Pleustradeg d'ar meurzh 12 a viz Ebrel gant Tomaz Kloareg
Dahud, skirvet gant Gwilhou Kergourlez
2000 vloaz 'zo oa bet beuzet Ker Ys. Chom a ra tud dindan an dour : ur beleg o klask unan evit mont d'an oferenn, ur foll o c'hoari pempigoù, un Dahud n'he deus ket chenchet kalz, ur vamm bennfollet, daou varc'hadour nec'het ... Pleustradeg leurenniet gant Tomaz Kloareg.
Beaj Maelduina
Tammoù al labour leurenniañ graet gant Tomaz e Kemper d'ar meurzh 12 a viz Ebrel
Ar baganiz, lodenn gentañ
Pleustradeg abadenn ar re bempvet : penn kentañ gant ar Baganiz, skrivet gant Tangi Malmanche.
Ar merc'hed a yelo da Bondi
Tregon, d'ar sadorn 3 a viz Ebrel. Tri strollad o tont deus ar skolaj, an holl o deus kanet brav ken ken, met dibabet zo bet gant ar juri kas an teir flac'h o deus kanet ar pachpi. Sanset peogwir e oa ur strollad re vihan, ket ur c'hlasad a-bezh. No comment.
Ur gerig evit Enora ...
Setu ar pleustradeg bet graet d'ar yaou 24/4, gouestlet da Enora ne c'hell ket kanañ gant e mignonezed. Kalon vat eus perzh tout ar skipailh kanerien !
Pleustradeg CHEVAILHER gant Kristian Duro ha Jean Floc'h
Setu labour ar re 6vet o pleustriñ hardi evit kinnig e miz Even un abadennig kanet, danset, kontet ha c'hoariet d'ar gerent e Kemper, sal an Dachenn Wenn, e gouel ar c'hoariva e Pleiben, ha dirak bugale skol Diwan Kemper. Labour ' zo !
Mor don ha lanv du Pempvet glas
Pleustradeg miz C'hwevrer, mankout a ra testennoù berr ar Johniged, ha Beaj Malduina (ar vro bagan)
Mor don ha lanv du Pempvet melen
Setu pleustradeg miz C'hwevrer : traoù a vo da wellaat, met war an hent mat eo ar c'hlasad.